Letra de Brezhoneg 'Raok
Letra powered by LyricFind
Tud an Argoad ha tud an Arvor
Tud diwar ar maez ha tud ar c'hêrioù bras
Tud Breizh Izel ha tud an Naoned
Diwalit 'ta, mar plij, diwalit 'ta !
HEP BREZHONEG, HEP BREZHONEG,
HEP BREZHONEG BREIZH EBET
HEP BREZHONEG, HEP BREZHONEG,
HEP BREZHONEG N'EUS KET BREIZH KEN !
Mar c'hellit ket sell't dre ho taoulagad
Mar c'hellit ket laret de'i "me ho kar"
Mar c'hellit ket lar't "ma mab" d'ho pugel
Echu eo an abadenn-man da virviken !
HEP BREZHONEG, HEP BREZHONEG,
HEP BREZHONEG BREIZH EBET
HEP BREZHONEG, HEP BREZHONEG,
HEP BREZHONEG N'EUS KET BREIZH KEN !
Da viken e vezo dallet
Un dachenn gwel' d'ar gwirvoud ha d'an hollved
Un tamm muioc'h mac'homet an denelezh
Gant an nerzh, an arc'hant, an dañvez
HEP BREZHONEG, HEP BREZHONEG,
HEP BREZHONEG BREIZH EBET
HEP BREZHONEG, HEP BREZHONEG,
HEP BREZHONEG N'EUS KET BREIZH KEN !
Letra powered by LyricFind